A cabeleira multilingüe
Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez e María Lopo | Bretón
Ar Blevad
(Arroudennoù)
Me zo bet ganet en ur vro c’hlas penn-ar-bed a valeas en ur gildreiñ da heul greadoù buoc’hed.
Mab diasur ez on da veuriadoù monedus na harpjont nemet pa c’hourfennas o bed.
Ne’m eus gwriziad all nemet re ar bleuñvsper na bro all ne annezan nemet hini an avel.
E’m santad ez on eus lignez ar pobloù kantreer-se na savjont stad biskoazh.
Hon spered a anavas an islonk ha ster douarel an endro naturel.
Hon istor zo hini ur bobl a gollas ar sterenn hag em veskas gant an oc’hen.
Met me am eus adkavet ar sterenn e-kreiz ar peñse o riklañ blizonius gant blevad ar loar.
Hag ar blevad divent zo ur milendall ma komzan d’an hini a garan hepken.
(Lakaet e brezhoneg gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez ha María Lopo)
Lectura de Gwendal Denez
Lectura de Isabelle Kerdudo
(Recital en Santiago de Compostela, 29/9/2023)